Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Landreger - Tréguier
A former episcopal city built on terraqces overlooking the estuary of the River Jaudy & River Guindy

Brudet eo kêr-benn istorel Bro-Dreger e-touez ar Vretoned en un doare dibar. Kêr ar spered hag ar vrokusted eo, hini ar preder hag ar skiant-varn ivez, hag a-hed ar c'hantvedoù e voe awenet ganti tud eus bed al Lizhiri, tud a lezenn ha tud a iliz ; eus sant Tual da sant Erwan, eus Ernest Renan da Anatol ar Braz, eus Añjela Duval da Henri Polliès hag Yvon Le Men.

"Pa vez sellet outi diwar penn nec'h he flasenn e seblant d'an den ez eo bet dozvet, an eil ti war-Ierc'h egile, gant ar mell nev vaen a zo a-us dezhi." Evel-se e komze Anatol ar Braz eus levezon bennañ an lliz war ger : gant Tual, anezhañ ur manac'h deuet eus Bro-Gembre, e oa bet sa vet abati Landreger er VIvet kantved. War-Ierc'h an ebed e voe ebed¬eskibien, hag eskibien goude-se pa zeuas Bro¬Dreger da vezañ, war-dro ar bloavezh mil, unan eus nay eskopti Breizh. E-touez an traoù kaer a zo deuet betek ennomp war-Ierc'h an eskibien emañ IIiz-veur Sant Tual (XlVvet kantved), an eskopti kozh (XVvet kantved) pe palez an eskob (XVIIvet kantved). Diwar an endro difer-se ez eus deuet tud hep 0 far eve I sant Erwan, "alvokad ar re baour", hag Ernest Renan, ar prederour anavezet mat. A-hed an istor e weier Landreger evel ur vammenn eus an arzoù hag eus ar preder e Breizh, pe e vefe bet da vare penn kentañ ar moullerezh war-dro 1500, pa voe embannet ar C'hatholicon (ar geriadur kentañ e brezhoneg, latin ha galleg), pe e vefe hiziv an deiz, pa 'z eus arzourien hag artizaned arz e-Ieizh.


Ar Saled, ar Chantiri, an ostelioù prevez, an tiez o bannoù koad, an ti lec'h ma oa ganet Ernest Renan, ti Saint-Pierre, kouent an Aogustinezed ... Adkavet e vez istor Landreger en e bezh dre he straedoù, he straedigoù hag he liorzhou kuzh a vez dizoloet dre an doriou-porzh damzigor. Eus porzh ar Yeodi betek Koad ar Barzh eo ken kaer ken e teu c'hoant d'an den da chom da ruzañ. Intret eo ar mein gant koun an amzerioù gwechall, gant-se e c'haller lenn war ar mogeriou buhez ar gêr eskobel gozh ha kêr-benn Bro-Deger.
The historic capital of Tregor enjoys a particular prestige among the people of Brittany. As a centre of intellectual prowess, noble sentiment, careful reflection and critical appreciation down through the centuries it has inspired men of letters, law and the cloth, from Saint Tugdual to Saint Yves, Ernest Renan to Anatole Le Braz and Angela Duval to Henri Polles and Yvon Le Men.

"When looking down from its square, one has the feeling that it has been extruded one house at a time by the mighty stone-built nave towering over it." Anatole Le Braz thus describes the key influence the Church has had over the town. Tugdual, a Welsh monk. founded the monastery of Landreger in the 6th century. Abbots were succeeded by mitred abbots and in turn by full bishops once Tregor had become one of the nine dioceses of Brittany around 1,000 AD. The Cathedral of Saint-Tugdual (14th century) and the original and later bishop's palaces (15th and 17th century) are some of the treasures of the episcopal legacy. Against this unique and enlightened backdrop several exceptional individuals came to prominence such as Saint Yves, the "poor man's lawyer" and Ernest Renan, renowned philosopher Over time, Treguier developed as a permanent centre for arts and philosophy in Brittany, from the founding of a print works around 1500, through the publication of the "Catholicon" (first Breton/Latin/French dictionary) to the presence in the town at the start of this century of numerous artists and craftsmen.

All of Treguier history is laid out in its streets, alleys and hidden gardens half glimpsed through carriage gateways - from La Psalette, La Chantrerie and the private mansions to half-timbered houses, the birthplace of Ernest Renan the Maison Saint-Pierre. and the Augustinian convent. From the port on the Jaudy river to the Poet's Wood, not forgetting a visit to the cathedral, a seductive collection of places to admire tempts you to a longer stay. The buildings are imbued with memories of the past and reveal the centuries-old life of this. the ancient capital of Tregor.
Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2018