Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Pontrev - Pontrieux
A town bridging the head of an estuary

Savet e oa bet Pontrev er Grennamzer evel kalz kêrioù e Breizh. Dibabet e oa bet al lec'h-se abalamour ma oa e deun un aber ha ma oa en'D ar pont kentan war an Trev, ar pezh a lakaas ar gêr-se d'ober berzh. E-pad pell e ranke an hentoù da vont da Vro-Dreger ha da Vro-Oueloù tremen dre aber an Trev, ha hiziv an deiz eo deuet da vezañ ullec'h a-zoare evit bageal, ar pezh a ouie mat-tre ar Vikinged un amzer zo bet.

 

E penn kentan ar XVvet kantved, abalamour ma oa bet drastet krenvlec'h Kastellin an Trev hag ar gêriadenn orin a oa uheloc'h war ar stêr eget ar gêr a vremañ, e voe savet ur gêriadenn nevez a bep tu d'an Trev, gant ur pont da liammañ an div lodenn, E-giz-se e oa ganet Pontrev. Ul lec'h a-feson e oa evit ar c'henwerzh ha dont a reas da vezañ ivez porzh Gwengamp. Adalek 1840 avat, pa voe savet pont Lezardrev, n'eo ket ret tremen dre Bontrev ken. Gant an hent-houarn en em gavas eno e fin an XIXvet kantved e voe gallet diorren an obererezhioù greantel diazezet war ar c'hoad, ar c'hartoñs hag al lin. Ezporzhiet e veze an danvezioù-se dre vor war¬zu Europa a-bezh, ar pezh a roas lañs d'ar porzh lec'h ma veze gwelet goueletennoù eus Danmark ha Bro-Saoz e-kichen ar re a yae da besketa d'an Island, Mont a ra stumm kêr da-heul kildroennoù ar stêr. Enni e c'hall ar vizitourien gwelet div blasenn dric'hornek hag ur regennad tiez uhel da vont eus an eil d'eben. Gant an hanter-kant poull-kannañ a ziskenn betek an Trev e weier splann al liamm a zo etre an Trev ha Pontrev.

Tamolodet eo Pontrev en-dro d'an div blasenn hag en em astenn a ra betek ar porzh-bageal a veer ac'hano war-zu Enez-Vriad, Jerzenez pe Gwernenez. Gallout a reer mont da vale er gêr-se gant he c'harrbont hag he daou bont, koulz da noz hag e-pad an deiz peogwir ez eus bet staliet eno un hentad goulaouet souezhus evit mont da zizoleiñ ar poulloù-kannañ, an tiez o bannoù koad pe an tiez maen¬benerezh, ur feunteun eus an XVIIIvet kantved, hag an ti a vez graet an "Tour Eiffel" anezhañ

 

 

Like many Breton towns, Pontrieux is medieval in origin, owing its existence and its prosperity to its position at the head of an estuary, site of the first bridge over the river Trieux. For a long time the Trieux estuary at this point afforded the only link between the areas of Tregor and Goelo. Today it offers a navigation route perfect for pleasure craft but once much exploited to great effect by the Vikings.

At the beginning of the 15th century, following the sack of the fortress of Chateaulin-sur-Trieux and the primitive village upriver from the site of the present town, the inhabitants built a new village on both sides of the river Trieux linking them with a bridge. The town of Pont-Trieux was born. In a favourable location for trade, Pontrieux also became the port for Guingamp but lost its status as sole crossing point after the construction of the Lezardrieux Bridge in 1840. The arrival of the railway at the end of the 19th century led to the development of industries based on wood, cardboard and linen. Finished goods were despatched by sea throughout Europe boosting activity around the harbour where Danish and English schooners moored alongside ships heading for Icelandic fishing grounds. Tracing the curves of the river, the town presents to visitors the spectacle of two squares which are actually three-sided and linked by a ribbon of tall houses The fifty washhouses running down towards the Trieux are evidence of the long and happy relationship between the river and Pontrieux.

Nestling around its two "triangular squares", Pontrieux extends down towards a marina, which invites visitors to set sail for the islands of Bn§hat, Jersey and Guemesey Spanning a viaduct and two bridges, the town is perfect for a gentle stroll, even at night when a wonderful civic illumination trail highlights washhouses, half-timbered and dressed stone houses, 18th-century fountain and famous "Tour Eiltel" house.

 

 

Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2017