Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Malastred - Malestriot

A fortified town standing at a crossing point at the upper navigable limit of the River Oust

Emañ Malastred e pleg ur gildroenn serzh adkemberet eus an Oud. Krouet e oa bet en Xlvet kantved e skeud ur voudenn feodel, hag a yeas war-Ierc'h da gastell-kreñv, savet war un enezennig en unan eus gwazhennoù ar stêr evit kontrolliñ un treizh. Er XVvet kantved e teuas ar gêr-se da vezañ unan eus an nav baroniezh a oa e Breizh, ha savet e voe mogerioù-kreñv en-dro dezhi hag a chom un toullad dismantroù anezho c'hoazh. Er XVIvet kantved e voe savet daou skluz gant saz, e-touez ar re gentaii e Frañs, abalamour da c'hallout mont eus Malastred da Redon; diwar neuze e voe tapet lañs gant ar c'henwerzh ha war ar memes tro gant ar gêr he Bezantennoù Aour ...

 

"Quae numerat nummos non malestrica domus", an hini a vez a kontan e vezantennoù n'eo ket eus Malastred. Diskouez a ra lugan kêr e fell d'an dud ac'hann degemer ar vizitourien evel zo dleet. War blasenn Bouffay e cham testenioù eus an amzerioù gwechall pinvidik da vare ar C'hroaziadegou pe pa rae berzh ar c'henwerzh dre ar stêr, evel an tiez bourc'hiz cheuc'h e greunvaen kizellet hag an tiez a bannoù koad, souezhus gant a delwennigoù espar: ar wiz a zo a nezañ, ar c'had a son ar binioù, ar pilikant a zegas da soñj eus fablennigoù ar Grennamzer. Eno emañ ivez iliz Sant Jili (Xllvet, XVVet ha XVlvet kantved) a dalvez ar boan gwelet anezhi. Pevar fabourz zo bet savet en-dro d'ar c'hreiz¬ker istorel ha da zismantroù he mogeriou er gêr gloz. Dre straedigoù strizh ez eer betek kanol Naoned-Brest ar skluz ha hent ar ganol, ha pelloc'h war-zu ar maezioù a-ziwar-dro, ha dreist-holl chapel ar Vadalen lec'h ma voe degemeret e 1343, ar re a sinas un dreverz e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz.

Gant hec'h istor hag he lañs war dachenn ar c'henwerzh ez eo brasoc'h Malastred eget na vefe sonjet! Adalek ribloù an Oud en em sil straedoù kozh betek ar gêr gloz etre an talbennoù maen hag an tiez o frammoù-koad. Graet e vez anaoudegezh gant ar gêr-se mil bloaz dezhi, a reer "Perlezenn an Oud" anezhi, dre delwennoù souezhus hag a zo evel un testeni eus un istor tousmac'hus hag eus ur c'henwerzh hag a roe berzh gwechail.

 

 

Malestroit is situated within the loop of a pronounced meander bend in the River Oust. The town was founded in the 11th century below what began as a feudal castle on a mound and then became a fortress built on an islet in one of the two branches of the river, thereby controlling a crossing point. In the 15th century the town became one of the nine baronies of Brittany, encircled by fortifications of which a few vestiges remain. In the 16th century the construction of twin locks, amongst the first such to be built in France, linked Malestroit to Redon. This generated a rapid growth in trade and development of the "Town of the Golden Bezants".
 
"Quae numerate nummos non malestrica domus" translates from the Latin as "Whoever counts his bezants (gold coins )is not from Malestrolt". The town motto shows the importance attached to the quality of its welcome. From the town's rich cru¬sader past and flourishing, river-based commerce, the Place du Bouffay preserves its impressive bourgeois houses In sculpted granite and, under the gaze of the remarkable St-Gilles church (12th, 15th and 16th century), some astonishing half-timbered houses with unique statuettes - a fleeing sow, a hare playing the "biniou" (the Breton version of the shawm) and a pelican, all recalling the fabliaux or humorous tales of the middle ages. Four outer districts surround the historic town centre within the walls and the remains of the ramparts. Narrow backstreets open up towards the Nantes to Brest canal, the lock and the towpath and from there towards the surrounding countryside and, notably, towards the chapel of La Madeleine which, in 1343, was the location for the signing of a truce during the Hundred Years War.

Its history and its commercial dynamism make Malestroit a much more important town than it might at first appear I From the banks of the Oust, ancient streets slip inside the walled town, between the stone frontages and the half-timbered houses. Some curious sculptures bear witness to a tumultuous history and a flourishing commercial past and punctuate the discovery of this thousand-year old town, truly the "Pearl of the Oust".

 

Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2018