Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Lannuon - Lannion

Standing on a promontory and crossing point upriver from the estuary.

 Er gêr genwerzhel-se, a zo war an diribin war glann zehoù al Leger, ez a lusk an ijinerezh war un dro gant an identelezh gwarezet, ar pezh a weier mat gant he marc'had brudet, he ziez o c'horbelloù hag an iliz espar a zo e Brelevenez a veer betek enni dre ur skalier 140 derez dezhañ.

Savet eo bet kêr Lannuon en ul lec'h a oa bet ac'hubet en Neolitik dija, en-dro d'ur roudour ma c'halled treuziñ al Leger, lec'h m'emañ Pont Kervaria en deiz a hiziv. Diwallet e oa ar stêr-se gant ur c'hastell. Er Grennamzer e oa ramparzhioù en-dro da Lannuon. Bevan a rae diouzh lusk ar mareoù hag obererezhioù ar porzh. Eus ar c'houlz-se ez eus chomet tiez o bannoù koad pe o gwiskadoù mein-glas gant kinkladurioù kizellet hag a weler ganto pegen pinvidik ha troet war an traoù kaer e oa tud Lannuon, osteloù prevez ha manerioù, gant melloù tourioù ouzh o zalbennoù, enno binsoù da bignat en estajoù. Abaoe ma oa bet staliet Kreizenn vroadel ar pellgehenterezh enni e 1960 eo deuet Lannuon da vezan ur pol ijinerezh ha skol-veur gouestlet dreist-holl d'an elektronik, d'ar stlenneg ha d'ar pellgehenterezh. Hiziv an deiz eo Lannuon un isprefeti ennan 20 331 a annezidi, ha kêr-benn Bro-Dreger evit a sell ouzh ar velestradurezh, ar c'henwerzh, ar sport, ar sevenadur hag an touris¬terezh.

A-us da ger emañ iliz kaer Brelevenez, e penn he 140 pazenn. Diskenn a reer gant ar skalier-se, tiez bihan hengounel hed-ha-hed anezhañ, betek karterioù istorel Lannuon. E pleg ar straedoù, plasennoù ha banelloù e vez dizoloet tenzorioù kêr. Sablerioù koad kizellet, frammoù-koad, delwennoù-harpan, horolaj-heol, osteloù prevez ha manerioù, tiez o gedigoù, kouentoù ha kloastroù kozh, freskenn, sternioù-aoter ha kev-iliz ... peadra da welet un aridennad traoù kaer-eston a-fet savouriezh

 

An important centre for trade laid out on the terraced right bank of the river Leguer, Lannion is lucky enough to combine industrial development with maintaining a cultural identity, as can be seen from its famous market, historic houses with overhanging storeys and remarkable church of Brelevenez approached by a flight of 140 steps.

Standing on a site occupied since Neolithic times. Lannion developed around a ford where the Kermaria Bridge now spans the river Leguer In the Middle Ages, the river was defended by a chateau and the town by a circle of ramparts. The rhythm of life was set by the tides and by activities centred on the harbour. The medieval town has succeeded in retaining its period half-timbered or slate-fronted houses with sculpted ornamentation testifying to the taste and wealth of its inhabitants. It preserves too its private town houses and manors with their external spiral staircases housed in solid towers set into their facades. Since the establishment in 1960 of the National Telecommunications Centre, Lannion has become an industrial and university centre of excellence in electronics, IT and telecom-munications. Today a town of 19,350 inhabitants, Lannion is the administrative, commercial, sports, cultural and tourist capital of Tregor.

The majestic church of Brelevenez looks down on the town from the top of its 140 steps. On returning back down the steps lined with small. traditional houses, you reach the historic quarters of the town. There is much to admire along streets, through squares and down cobbled alleys - carved wood timbering, half-timbering, caryatids, sundial, fine town houses and manors, house with watchtower. historic convent and cloister, fresco, altarpieces and crypt all make up a wonderful architectural palette.

 

Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2017