Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Lambal - Lamballe

A fortified town of the rock fortress type overlooking a bend in the River Gouëssant.

Diazezet eo Lambal war ribl an hent kozh gal¬ha-roman Kersaout-Karaez. Ker-benn duged ar Pentevr eo abaoe an Xvet kantved, ur pol ken¬werzh hag artizanelezh, kêr ar e'hezeg abaoe an Xlxvet kantved - meur a va read he deus anavezet, ar pezh a weler gant he glad dibar a zo ehomet war 0 lere'h. Eno e plij an arz d'an dud a oar mat brudañ anezhañ, evel e mirdi Mathurin Meheut pe er greizenn sevenadurel Kae an Hunvreou.

War lein an dosenn n'eus nemet iliz-ehabistr an Itron-Varia, mogeriet evel ur c'hreñv, da zegas da soñj e oa Lambal ur gêr soudarded da gentañ-penn. Izeloe'h eget ar e'hastell e voe lakaet sevel tri frioldi abati gant duged ar Pentevr, kement ha diskouez splann e felle dezho lakaat a c'hêr-benn da gemer pouez er vro. En-dro d'ar prioldioù-se, gwarezet gant kildroennoù ar Gouesan, eo bet diazezet bour¬kou Sant Varzhin, Sant Lazar ha Sant Jakez, diwar-se ar savadurioù kozh a gaver er c'harterioù-se daoust ma n'emeur ket e kreiz-kêr Liesseurted an tiez a bannoù koad a ra da stumm savouriezh Lambal bezañ dibar: adkavet e vez levezon Sant-Brieg, hini Gwengamp koulz ha hini Roazhon. Er C'hre, a oa en em staliet eno e 1825, e voe diazezet ar ouenn gezeg vreton « pounner poster»: gant ar e'hezeg¬se a veze implijet stank sterniet ouzh ar c'hirri, er c'hanolierezh dreist-holl, e oa deuet Gre Lambal da vezañ an eil e Frans war-Ierc'h ar brezel bed kentañ.

Talvezout a ra ar boan ober tra kêr war droad, hep mont re yuan. Gant hec'h obe¬rerezhioù stag ouzh an arz hag ouzh ar e'hezeg, a zo digarezioù da zelc'her gant doareoù hengounel a-feson, e vez lakaet an amzer dremenet da vont asambles gant an amzer a vremañ. War lein Run ar Salver a zo a-us da gêr ha da draoiiienn ar Gouesan emañ lec'h orin Lambal, lee'h ma oa kêr an aotrau ha mell kastell ar re Bentevr, e-kichen an iliz-chabistr dediet d'an Itran Varia, anezhi an diwallerez speredel e-tal an diwaller bedel. Izeloe'h e c'haller gwelet ar gêr genwerzhel en he bravañ war blasenn ar Martred, gant osteloù prevez ha tiez o bannoù koad en-dro dezhi. Dele'her a reer da gerzhet etre atalieroù arzourien hag artizaned betek ar C'hre, ma c'hall ar re a blij an traoù gwirion dezho mont da vizitañi ar marehosioù, ar e'hovel, ar manej...

 

Lamballe is situated alongside the former Gallo-Roman route from Corseul to Carhaix. The capital of the Dukes of Penthievre from the 10th century onwards and a centre of commerce and crafts, since the 19th century it has also been a town of horses. Lamballe has lived several lives, and this has given it a heritage all its own. It has a love of the arts and the gift for sharing this enthusiasm, especially at the Mathurin Meheut Museum and the Quai des Reves, its cultural centre.

At the top of the town, the collegiate church of Notre-Dame is the only reminder of the military origins of the settlement. Below the citadel, the siting of three abbey priories is a sign of the desire of the Dukes of Penthievre to make their capital into a powerful town. These priories, protected by the bends of the Gouessant,gave rise to the villages of Saint-Martin, Saint-Lazare and Saint-Jacques, and this explains the presence of such old buildings in these otherwise remote districts. The unusual nature of Lamballe's architecture lies in the variety of styles in its half-¬timbered houses: you can find the influence of the Saint-Brieuc style as well as those of Guingamp and Rennes. The Stud, which was set up here in 1825, is where the "Breton Pastier" originated This breed of draught horse was very widely used, especially by artillery regiments, and enabled the Stud to become the second most important in France afte World War I.

The town is worth visiting on foot, without hurrying. Its artistic and equestrian activities are a continuation of the noble skills of yesteryear, bringing together the past and the present. The top of Saint-Sauveur hill, which dominates the town and the valley of the Gouessant, is the original site of the settlement, the seigneurial town where the imposing chateau of the Penthievre family was built, close to the collegiate church dedicated to Our Lady: the spiritual protectress alongside the temporal protectors. Below this, there is a splendid illustration of the merchants' town in Place du Martray, lined with mansions and half-timbered houses. Passing between artists' studios and craftsmen's workshops, the road continues to the Stud, where heritage lovers can visit the stables, the forge and the schooling area.

 

Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2018