Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel
Breizh Poellrezh SF - Douarañ Santel

Gwengamp - Guingamp

Sited at a bridge over the Trieux, on a strategic east-west route through Northern Brittany.

Kêr-benn ar Pentevr ha perc'henniezh ar yaouaerien eus familh duged Breizh e oa bet Gwengamp gwechall. A-drugarez d'ar briñsed¬se, birvidik alies, e oa deuet a-benn da zelc'her he fouez daoust da Bontrev, he forzh-mor hag a zo lec'hiet gwelloc'h war an Trev, ha kêrioù eskobel Landreger ha Sant-Brieg. Hiziv an deiz, ha p'emañ tost-tre ouzh Sant-Brieg, eo kreñv he nerzh hag hec'h identelezh.

 

En Xlvet kantved e voe Eozen, breur an dug Alan III, an hini kentañ o cham eno. Lakaat a reas sevel ur voudenn grenv a-us d'an Trev. Gant e vab Stefan, kont Breizh, e voe lakaet ur voger-dro ouzhpenn, lec'h ma voe diazezet ur barrez dediet d'an Itron¬-Varia, evit sachañ kenwerzhourien hag artizaned. Lakaat a rae kognan pezhioù-moneiz eno ha sikour pemp santual ha bourc'h-prioldi d'en em staliañ e-maez ar gêr gloz, ar pezh a reas da Wengamp bezan ur gêr a bouez bras e Breizh. E penn kentañ ar XIVvet kantved, a-drugarez da Wion, breur d'an dug Yann IV, ha d'e verc'h Janed, gwreg Charlez Bleiz, e voe lans gant Gwengamp adarre, a-raok bezañ gwallgaset gant Brezel an Hêrezh. P'en em gavas Pêr Pentevr ec'h adkrogas Gwengamp gant ur c'houlzad berzh. E-pad ar maread-se e voe treset harzoù kêr. E 1442 e voe lakaet sevel, gant an hini a yeas da zug Breizh, ur c'hastell gant pevar zour outañ. Goude-se en em astennas kêr en tu all d'ar mogerioù da-heul al lañs a oa gant labour al lien er «vourc'h nobl» tro-dro da abati Santekroe. Er XVIIvet kantved e voe savet an darn vrasañ eus an holladoù savouriezh a zo e Gwengamp: manatioù an Aogustinezed, an Ursulinezed, hini Montbareil, tiez nobl ha bourc'hiz o dorioù kizellet. Er memes mare avat, e 1626, e voe dispennet ar c'hastell. Distrujet e oa bet, er gêr gloz kozh, kalz tiez o bannoù koad savet gant ar skol mistri gilvizien Gwengamp, unan brudet ha dibar, pa voe adnevzet kêr Wengamp en XVIIIvet kantved. Daoust da se ez eo ar blasenn Greiz unan eus ar c'haerañ takadoù kêrel a gayer e Breizh, gant he glad savouriezh arouezius eus mareoù emsavusañ Gwengamp.

 

Dont a ra identelezh Gwengamp diwar an div vro ez eo-hi stag outo: Treger hag ar vro vrezhonek evit a sell ouzh ar yezh hag ar relijion; a Pentevr evit a sell ouzh an istor hag an arme. Diwar al lec'hiadur digustum-se moarvat ar vrud a zo gant Gwengamp en deiz a hiziv, pe e vefe war dachenn ar sevenadur gant festival ar Sant-Loup, anezhañ an darvoud bras e¬-keñver an dañs e Breizh a vez aozet bep bloaz, pe war dachenn ar sport gant ar skipailh brudet-kaer War-raok Gwengamp.

 

Guingamp was formerly the capital of Penthievre and was traditionally the inheritance of the younger sons of the ducal family. Thanks to the tremendous energy of many of its princes, it managed to hold its own against Pontrieux, with its sea port better located on the Trieux, and against the episcopal towns of Tnguier and Saint¬ Brieuc. Nowadays, despite the latter's proximity, Guingamp still has its own strong identity and vitality.

The first to reside there, in the 11th century, was Eudes, brother of Duke Alain III. He built a formi¬dable castle on a mound above the River Trieux. His son, Etienne, Count of Brittany, added a bailey, the seat of a parish dedicated to Our Lady, to attract merchants and craftsmen. He had his own coi¬nage minted there and, outside the walls, promoted the siting of five priory chapels and towns, thereby turning Guingamp into a town of first-rank status in Brittany. At the beginning of the 14th century, thanks to Guy, the brother of Duke Jean IV, and his daughter Jeanne, the wife of Charles de Blois, Guingamp regained its importance until it suffered in the War of Succession. The arrival of Pierre de Penthievre heralded a new period of prosperity which decided the general outline of the town. In 1442, the future Duke of Brittany built a chateau flanked by four towers. The town soon over spilt outside its walls as a result of its cloth industry which was practised "in the noble town" around the Abbey of Sainte¬ Croix. The 17th century witnessed the completion of most of the town's architectural ensembles: Augustinian and Ursuline monasteries and the monastery of Montbareil, houses with sculpted doorways for the nobles and the bourgeoisie, and also, in 1626, the dismantling of the chateau. Even though the urban renewal of the 18th century meant that the former enclosed part of the town lost some of the half-timbered houses of the famous original school of the master carpenters of Guingamp, the Place du Centre remains one of the most beautiful urban spaces in Brittany, with an architectural heritage that represents the great moments of the town's past.

The identity of "Gwengamp" has its roots in its double allegiance: to Tregor and Breton-srpeaking Britany the linguistic and religious levels, but to Penthievre in historical and military terms. This original positioning is not so different from its modern-day influences, be they cultural, with the annual Saint-Loup dance festival hosted by the town, or sporting, with the epic footballing achievements of the celebrated En Avant team.

 

 

Print Print | Sitemap
© Breizh Poellrezh SF 1994 - 2018